Вход на сайт

Просмотр новости

Найдите то, что Вас интересует

E brezhoneg - Mobilisation du 17 octobre, des milliers de manifestants dans les rues de Quimper

Дата публикации: 18-10-2026 05:32:00

Ouzhpenn 4.000 a dud o deus dibunet e straedoù Kemper d'ar sadorn 17 a viz Here, da-heul ur galv broadel a-enep da briz ar vuhez ha da ruster ar gouarnamant. Ur vanifestadeg diskleriet met tenn eo bet an aergelc'h goude, war ribl an Oded, etre lod stourmerien hag ar polis.

Основное содержимое страницы с новостью.

Da vare kreiz an deiz eo bet tenn an traoù e Kemper etre ar vanifesterien hag ar polis © Radio France - Katell Uguen

Diffusé le dimanche 18 octobre 2026 à 7h32

Publié le dimanche 18 octobre 2026 à 7h32

Ouzhpenn 4.000 a dud o deus dibunet e straedoù Kemper d'ar sadorn 17 a viz Here, da-heul ur galv broadel a-enep da briz ar vuhez ha da ruster ar gouarnamant. Ur vanifestadeg diskleriet met tenn eo bet an aergelc'h goude, war ribl an Oded, etre lod stourmerien hag ar polis.

Milieroù a dud o deus dibunet e Penn ar Bed e-giz e lec'h all e bro C'hall, d'ar sadorn 17 a viz Here, diwar galv rochedoù melen bet ha liseidi. Meur a stourm oc'h ober anv dreist-holl deus koust ar vuhez.

Skritelloù e brezhoneg a oa da lenn e-kerzh manifestadeg Kemper © Radio France - Katell Uguen

E kêr ar roue Gralon eo kroget an devezh gant un aergelc'h gouel ha kengred. Sindikadoù, un nebeut rochedoù melen, met dreist-holl tud a bep oad : bugale, labourerien, tud war o leve, ha liseidi e-leizh, daoust d'ar vakañsoù skol bezañ kroget. Tro 4.000 a dud a zo bet e straedoù Kemper diouzh ar mintin.

Quentin Le Priol a gav a-bouez stourm asambles gant ar re yaouank : "Kudennoù ar gevredigezh a zo o vezañ diskouezet ganto. Tout an traoù a vez embannet ganto a vo embannet ganeomp a-benn neuze, setu hon eus da souten anezho."
Ar santimant en eus Quentin n'eo ket bet klevet al liseidi. "N'eus bet tra embannet gant ar vinistred. Kengred on ivez gant ar vugale a zo bet talet outo gant feulster."

Priz ar vuhez

Pe vefe liseidi o c'houlenn kondisionoù labour gwelloc'h pe tud o klemm a-enep da ruster ar gouarnamant, holl e oant akord e Kemper evit embann ne vez ket skoazellet ar re baourañ. "Gant ar raktres PLF diwar-benn an arc'hant e kav gwelloc'h ar gouarnamant lakaat ar re baourañ da baeañ pa n'eo ket an embregerezhioù bras hag a ra miliardoù a c'hounidoù" a embann Quentin Le Priol.

Kreskoù gopr a oa goulennet gant kalz a vanifesterien e Kemper © Radio France - Katell UguenEmgannoù goude ar vanifestadeg

Ur wech graet tro kêr gant ar vanifestadeg diskleriet e Kemper d'ar sadorn 17 a viz Here, o deus klasket lod manifesterien treuziñ ar pontoù a gas da brefeti Penn ar Bed. Harzhet int bet gant ar polis hag eskemmoù tenn a zo bet. Ar boliserien o deus paket tennoù tan arvest ha respontet o deus kerkent gant tennoù LDB (banner boledoù difenn) ha greunadennoù daeraouiñ.

O chom e-maez an emgannoù eo chomet meur a gantad a dud da dalañ ouzh ar polis o tañsal hag o kanañ.

Tennoù banner boledoù difenn ha greunadennoù daeraouiñ a zo bet goude ar vanifestadeg e Kemper © Radio France - Katell Uguen

Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel

Adresse e-mail (obligatoire)

Exemple : nom@email.com

En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.

Écoutez d’autres épisodes de l'émissionPasser la section

Manifestadegoù nevez a zo raktreset evit disadorn o tont e bro c'hall a-enep koust bras ar vuhez hag evit souten al liseidi. Marine, ur plac’h yaouank a vo er dibunadeg e Brest da benn disadorn, zoken m’he deus aon un tammig. Testeniañ a ra goude d'ar 17 e viz Here.

Il y a 6 h

E Breizh o deus plantet labourerien-douar- zo sorgo evit ar wech kentañ. Peogwir 'vez ezhomm re ar dour evit ar maïs. En Eliant e su Penn ar bed, emañ Véronique Le Floc'h o paouez echuiñ an eost ha deuet eo brav ganti.

Le 17/10/2026

Echu eo tout evit ar Fonderie de Bretagne e Kaodan e-kichen an Oriant. An 244 inplijed a dic'hopred. Ur gwallreuz industriel eo evit Gael Briand, kuzulier Rannvro UDB eus An Oriant.

Le 16/10/2026

Continuez votre lecturePasser la section
  • Kenderc'hel a ra gouel ar filmoù e Douarnenez betek warc'hoazh da noz. Ouzhpenn ar filmoù skignet hag an tabutoù, e oa kinniget dec'h dirak ar mor, ul lennadenn senarioioù. Pevar skrid savet gant studierien ar BTS kleweled ha gant izili Pol Kleweled Douarnenez.

    Le 21/08/2026

  • Setu boulc'het Emvod ar Gelted en Oriant goude dek devezh gouel hag ur milion a dud bet er festival. Kerne-Veur a oa enoret ar bloaz-mañ, evit ar 55vet abadenn. Sonadegoù hag abadennoù e pep korn, an dra-se a ra berzh er FIL.

    Le 10/08/2026

  • Gellet o deus tri ezel deus ar familh Al Rayyes kuitaat ifern ar brezel e Gaza ha daoust ma n'int ket e bro C'hall, o deus gellet en em gavout e surentez e bro Ejipt. Skoazellet int gant ur c'huzul souten e Konk-Kerne, m'emañ repuet ar mab Yaser abaoe ouzhpenn bloaz.

    Le 27/06/2026

  • Penaos emañ kont gant ar brezhoneg e Karaez ? Emañ an Opab o paouez embann disoc'hoù ur studiadenn diwar-benn stad yezh ar vro e kêrbenn ar Poher. Diazezet eo ar studiadenn-se war ur goulennaoueg bet kaset d'an dud da vare an niveradeg diwezhañ e Karaez, tri bloaz zo bremañ.

    Le 22/06/2026

Схожие новости

#Наименование новостиТональностьИнформативностьДата публикации
1Mobilisation du 17 octobre : 10.000 personnes réunies à Brest, 4.000 à Quimper et des tensions dans le Finistère013.8817-10-2026
2Mobilisations du 17 octobre : pour soutenir la démocratie, des rassemblements organisés devant des mairies en Bretagne08.0620-10-2026
3EN IMAGES - Jusqu'à 4.000 manifestants ont pris part au cortège du 17 octobre à Orléans012.2918-10-2026
4E brezhoneg - " Il n'y avait pas de chaîne de commandement parmi les casseurs à Brest" selon une manifestante 010.0820-10-2026
5Pour un "sursaut démocratique" après les violences du 17 octobre, des rassemblements devant les mairies en Bretagne08.2819-10-2026
6Mobilisation du 17 octobre à Rennes : 27 manifestants blessés dont un en urgence absolue, 4 policiers blessés légers010.6518-10-2026
7Mobilisation du 17 octobre à Montpellier : "Le peuple vaincra"… La banderole déployée sur un toit sur la Comédie fait le tour des réseaux sociaux011.8317-10-2026
8La mobilisation du 17 octobre peine à s'organiser en Bretagne09.8616-10-2026
9Mobilisation du 17 octobre : de nouvelles tensions en fin de journée à Rennes 08.5117-10-2026
10Over 500,000 people took to streets across France on October 17 — trade union019.0917-10-2026

Классификация: . Схожих патентов: 0. Схожих новостей: 10. Тональность: 0. Информативность: 14. Источник: www.francebleu.fr.