Emañ ar c'huzul rannvro o paouez embann un diagnostik a vreskter. Ennañ vez rezishaet peseurt riskloù a zo pe vije gant an diouer a zour mat da evañ pe gant an dour mor o pignat war an aod. Ret 'vo d'an holl gumunioù Breizh talañ ouzh kudennoù liammet gant cheñchamant an hin hervez ar studiadenn.
Diffusé le lundi 19 octobre 2026 à 6h35
Publié le lundi 19 octobre 2026 à 6h35
Emañ ar c'huzul rannvro o paouez embann un diagnostik a vreskter. Ennañ vez rezishaet peseurt riskloù a zo pe vije gant an diouer a zour mat da evañ pe gant an dour mor o pignat war an aod. Ret 'vo d'an holl gumunioù Breizh talañ ouzh kudennoù liammet gant cheñchamant an hin hervez ar studiadenn.
N'eo ket bet souezhet Paul Molac, ezel ar muiañ niver e kuzul rannvro Breizh, gant disoc'hoù an diagnostik bet embannet d'ar 15 a viz Here. Met n'eo ket fall, a lar-eñ, kaout ur sell skiantel ha lec'hel war ar memestro : "Evit Brest da skouer e jedomp tro-dro tregont santimetr ouzhpenn, pe hanterkant zoken. Aze vo efedoù drastus evidomp. Er porzhioù ez eus bigi, embregerezhioù, tiez -40 000 lojamant vije tizhet- peotramant an hentoù hag an hentoù-houarn. Ret eo gwelet pep tra ha kaout respontoù a glot gant hon ezhommoù".
Peseurt strategiezh evit talañ ouzh chenchamañt an hin ?A drugarez d'ar diagnostik-se an hini eo vo savet ur strategiezh gant Rannvro Breizh. Hag amañ emañ an dalc'h. Ma vez an holl dakord gant an diagnostik ne vo ket aes kavout respontoù a blij d'an holl avat, eme Nil Kaouissin, dilennad an UDB er c'huzul rannvro : "Dibosupl e vo kenderc'hel gant pep tra : produiñ boued evit milionoù a dud en diavaez diouzh Breizh, degemer milionoù a douristed, hag all hag all. Difenn a reomp-ni vefe produet nebeutoc'h a gig ha nebeutoc'h a douristed er vro". Ar pal eo strategiezh skaler evit talañ ouzh efedoù cheñchamant an hin e Breizh ac'hann d'an hañv 2027.
Tous les samedis, recevez la newsletter en langue bretonne d’ICI, proposée par l’équipe de ICI Breizh Izel
Adresse e-mail (obligatoire)
Exemple : nom@email.com
En cliquant sur “s’abonner”, j’accepte que Radio France puisse m’adresser des emails (en fonction de mes abonnements) ainsi que suivre les ouvertures des messages à des fins de personnalisation des services, étant informé(e) que je peux refuser ce suivi à tout moment via un lien dans chaque message reçu. Le cas échéant, les choix déjà enregistrés par Radio France continueront de s’appliquer.
Manifestadegoù nevez a zo raktreset evit disadorn o tont e bro c'hall a-enep koust bras ar vuhez hag evit souten al liseidi. Marine, ur plac’h yaouank a vo er dibunadeg e Brest da benn disadorn, zoken m’he deus aon un tammig. Testeniañ a ra goude d'ar 17 e viz Here.
Il y a 6 h
Ouzhpenn 4.000 a dud o deus dibunet e straedoù Kemper d'ar sadorn 17 a viz Here, da-heul ur galv broadel a-enep da briz ar vuhez ha da ruster ar gouarnamant. Ur vanifestadeg diskleriet met tenn eo bet an aergelc'h goude, war ribl an Oded, etre lod stourmerien hag ar polis.
Le 18/10/2026
E Breizh o deus plantet labourerien-douar- zo sorgo evit ar wech kentañ. Peogwir 'vez ezhomm re ar dour evit ar maïs. En Eliant e su Penn ar bed, emañ Véronique Le Floc'h o paouez echuiñ an eost ha deuet eo brav ganti.
Le 17/10/2026
Echu eo tout evit ar Fonderie de Bretagne e Kaodan e-kichen an Oriant. An 244 inplijed a dic'hopred. Ur gwallreuz industriel eo evit Gael Briand, kuzulier Rannvro UDB eus An Oriant.
Le 16/10/2026
Distro bras Kib vell-droad Frañs eo an dibenn-sizhun-mañ evit meur a glub. Da darzh an dro gentañ eo nec'het Kevre Breizh gant stad tachennoù geotet zo, abalamour d'ar sec'hor. Pevar zachenn a zo e Gourin e Kreiz Breizh, unan sintetek en o zouez.
Le 22/08/2026
A-hed an dour, de la source à la mer : dourioù beuz e kêrioù Breizh
Setu seivet rann hor heuliadenn gouestlet d'an dour e Breizh. Goude bezañ graet un dro e Menez Are ha war ribloù sterioù bro Montroulez, deomp e kêr bremañ, lec'h ma c'hell an dour mont fonnus a-wechoù pad a goañv. Penaos e vez talet ouzh an dorioù beuz gant an tiez-kêr ?
Le 01/08/2026
Ur votadeg a vo dalc'het e miz Gwengolo o tont. Hini ar senedourien. Pevar anezho a vo dilennet e Penn-ar-Bed gant dilennerien veur. Evit poent zo seiz danvez senedour pe senedourez war ar renk. Ul listennad savet gant emrennourien a zo en o zouez, lusket gant an UDB ha strolladoù all.
Le 28/07/2026
Amzer tomm gor 'vez prometet gant Météo France en deizoù o tont. Ouzphenn tregont derez a vo e Karaez. Peadra da lakaat diaes ar re a labour er maez. Bet omp e darempred gant an dud a labour e Karaez evit staliañ ar festival an Erer Kozh.
Le 19/06/2026
| # | Наименование новости | Тональность | Информативность | Дата публикации |
|---|---|---|---|---|
| 1 | Météo : un fort épisode venteux, voire une tempête, attendu cette semaine en Bretagne | 0 | 10.63 | 20-10-2026 |
| 2 | E brezhoneg - " Il n'y avait pas de chaîne de commandement parmi les casseurs à Brest" selon une manifestante | 0 | 10.08 | 20-10-2026 |
| 3 | "Préserver chaque goutte d'eau" : à cause de la sécheresse, les stations de lavage de nouveau fermées dans le Finistère | 0 | 8.43 | 19-10-2026 |
| 4 | На Францию и Британию идет новая волна жары | 0 | 11.79 | 10-08-2026 |
| 5 | Pour un "sursaut démocratique" après les violences du 17 octobre, des rassemblements devant les mairies en Bretagne | 0 | 8.28 | 19-10-2026 |
| 6 | Severe storms in the Northeast threaten millions as rain and strong winds expected | -2 | 6 | 18-06-2026 |
| 7 | Власти Франции объявили об обнаружении нового штамма коронавируса в регионе Бретань | 0 | 0 | 16-03-2021 |
| 8 | À Brest, un collectif de patientes et d'aidants unis face au cancer du sein | 0 | 9.18 | 19-10-2026 |
| 9 | России предрекли рост опасных явлений из-за изменения климата | 1 | 22.5 | 29-07-2026 |